An alarc'h
Alan stivellWar lein tour moal kastell armor
Refrain :
Dinn, dinn, daoñ! d'an emgann !
O!dinn, dinn, daoñ!d'an emgann ez an !
Neventi vat d'ar vretoned !
Ha mallozh ruz d'ar C'hallaoued!
Erru ul lestr e pleg ar mor,
E oueliuù gwenn gantañ digor
Digouet an aotrou Yann endro,
Digouet eo da ziwall e vro
D'hon diwall doc'h ar C'hallaoued,
A vac'hom war ar Vretoned.
Ken e laosker ur youc'adenn,
A ra d'an aod ur grenadenn
Ken e son ar menezioù Laz
Ha froen, ha trid ar gazeg c'hlas
Ken e kan laouen ar c'hleier,
Kant lev tro-war-do, e pep kêr.
Deut eo an heol, deut eo an hañv
Deut eo en-dro an aotrou Yann!
An aotrou yann a zo oaotr mat
Ker prim e droad hag e lagad.
Laezh ur Vreizhadez a sunos,
Ul laezh ken yac'h evel gwin koez
Luc'h a daol e c'hoaf p'hen horell,
Ken e vrumenn an neb a sell.
Pa c'hoari kreñv e tarc'h,
Ken e taouhanter den ha marc'h.
Darc'h atav, dalc'h mat, Aotrou Dug
Dao warne! ai'ta!bug-o !bug !
Neb a droc'h 'vel e troc'htez-te,
N'en deus aotrou nemet Doue !
Dalc'homp, Bretoned, dalc'homp mat !
Arsav na truez! gwad oc'h gwad !
Itron Varia Vreizh, skoaz da vro !
Fest 'erbedenner, fest a vo !
Darev ar foenn, piv a falc'ho ?
Darev an ed, piv a vedo?
Ar foenn, an ed, piv a fako ?
Ar roue 'gav gantañ'raio.
Dont a ray a-benn ur gaouad,
Gant ur falc'h arc'hant da falc'hat
Gant ur falc'h arc'hant 'n hor bro-ni,
Ha gant ur falz aour da vediñ.
Mar plijje gant ar C'hallaoued
Daoust hag int mank ar Vretoned ?
Mar plijje gant 'n aotroui roue,
Daoust hag-eñ eo den pe Zoue ?
Skignañ 'ra bleizi Breizh-Izel,
O klevet embann ar brezel,
O klevet ar youc'h, e yudont :
Gant c'hwezh ar Challaoued e reont.
En heñchoù, e-berr e welour
O redek ar gwad evel dour.
Ken 'yey ruz-glaou brusk an houidi,
Hag ar gwasi gwenn o neuiñ.
Muioc'h a dammoù goaf, e skent,
Eget e karnelioù ar vro.
Paotred Bro-C'hall 'lec'h ma kouezhint,
Betek deiz ar varn e c'hourve'int
Betek deiz ar varn hag ar feustl,
Gant an Trubard a ren ar reustl.
An diveradur eus ar gwez
'Ray dour benniget war e vez !
Mais ouvidas de Alan stivell
ver todas as músicas- Le Val Sans Retour
- Brezhoneg Raok
- Beg Ar Van (La Pointe Du Van)
- An Eur-se Zo Ken Tost D'ar Peubrad (Cette Heure Si Près De L'éternel)
- Negro Song
- Ever (A-viskoazh Ha Da Viken)
- Son Ar Chistr
- Dugelezh Vreizh (The Breton Duchy)
- Ensemble (Understand)
- Ar Wezenn Awalou (Le Pommier)
- Da Ewan
- You Know It (Anao 'rit)
- Digor Eo An Hent
- Miz Tu (Novembre)
- Ar Vritoned 'ba Inis Breizh (The Bretons In Britain)
- Emsawadegou (Revolts)
- Planedenn (Destin)
- Stok Ouzh An Enez (En Vue De L'île)
- Parlamant Lament
- Un Parfait Paradis