An hani a garan
Alan stivellPa oamp tostik an eil, an eil ouzh egile..
Ma ch'alon ne gare, ne gare nemet unan,
Pa oan bihan er gêr an hini a garan.
An hani a garan, gwezharall ma ch'are,
Kanañ a rae pa ganen, pa ouelen e ouele,
Hon div galon ne raent, ne raent nemed unan,
Pa oan bihan er gêr an hini a garan.
An hani a garan, bremañ, he deus ma laosket
Aet eo da broioù pell, d'ur vro n'anavezan ket
Aet eo d'ar broioù pell, da c'hounit he bara
Kollet, kollet eo din an hini a garan.
D'an hani a garan, ne ran nemet hirvoudiñ
Penaos, ken pell diouti, e ch'ellin-me beviñ ?
Met petra a lavaran-me ? turlebaniñ a ran
Dre hir soñjal atav en hini a garan.
D'an hani a garan, mar kollan-me ma fenn,
Evnedigoù ar c'hoad, kanit c'hwi ho kanenn
Evned, kanit er c'hoad kanit kenti-kentañ
D'an hani a garan, ne ran nemet huanadiñ
Huanadiñ noz ha deiz, deiz ha noz hirvoudiñ
Rak-se em eus savet ha rak-se e kanan
Kanennig ma c'halon d'an hini a garan.
Mais ouvidas de Alan stivell
ver todas as músicas- Le Val Sans Retour
- Brezhoneg Raok
- Beg Ar Van (La Pointe Du Van)
- An Eur-se Zo Ken Tost D'ar Peubrad (Cette Heure Si Près De L'éternel)
- Negro Song
- Ever (A-viskoazh Ha Da Viken)
- Son Ar Chistr
- Ensemble (Understand)
- Ar Wezenn Awalou (Le Pommier)
- Dugelezh Vreizh (The Breton Duchy)
- You Know It (Anao 'rit)
- Da Ewan
- Digor Eo An Hent
- Miz Tu (Novembre)
- Emsawadegou (Revolts)
- Ar Vritoned 'ba Inis Breizh (The Bretons In Britain)
- Planedenn (Destin)
- Stok Ouzh An Enez (En Vue De L'île)
- Un Parfait Paradis
- Parlamant Lament